-
Rom 12
- 1 Ho pediñ a ran eta, breudeur, dre drugarez Doue, da ginnig ho korfoù en aberzh bev, santel, plijus da Zoue, ar pezh a zo ul lid dereat eus ho perzh.
- 2 N'en em blegit ket d'ar c'hantved-mañ, met bezit cheñchet dre nevezidigezh ho klevidigezh, evit ma'c'h anavezot ez eo bolontez Doue mat, plijus ha peurvat.
- 3 Gant ar c'hras a zo bet roet din, e lavaran da bep hini ac'hanoc'h n'en devo ket anezhañ e-unan ur meno brasoc'h eget ma'z eo ret, met m'en devo santadoù izel, hervez ar muzul a feiz en deus Doue roet da bep hini.
- 4 Rak, evel ma hon eus meur a ezel en ur c'horf hepken ha n'o deus ket an holl izili an hevelep labour d'ober,
- 5 evel-se ivez, ni a zo meur a hini hag emaomp ur c'horf hepken e Krist, o vezañ pep hini ac'hanomp ezel an eil ouzh egile,
- 6 o kaout koulskoude donezonoù disheñvel, hervez ar c'hras a zo bet roet deomp. Mar d-eo ar brofediezh, ra embrego anezhi hervez muzul ar feiz;
- 7 pe an hini a servij, ra en em stago ouzh ar servij; pe an hini a gelenn, ra en em stago ouzh ar c'helenn;
- 8 pe an hini a ali, ra en em stago ouzh an ali; pe an hini a ro aluzenoù, ra raio anezho gant eeunder; pe an hini a ren, ra raio gant evezh; pe an hini a ra oberoù a drugarez, ra raio anezho gant levenez.
- 9 Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad.
- 10 E-keñver ar garantez a vreur, bezit leun a deneridigezh an eil evit egile. En em ziaraogit oc'h en em enoriñ an eil egile.
- 11 E-keñver ar gred, na vezit ket didalvez. Bezit birvidik er spered. Servijit an Aotrou.
- 12 En em laouenait en esperañs. Bezit habask er glac'har. Kendalc'hit er bedenn.
- 13 Kemerit lod en ezhommoù ar sent. Bezit buan da reiñ degemer en ho ti.
- 14 Bennigit ar re a heskin ac'hanoc'h, bennigit ha na villigit ket.
- 15 En em laouenait gant ar re en em laouena, gouelit gant ar re a ouel.
- 16 Ho pet an hevelep soñjoù etrezoc'h. Na glaskit ket an traoù uhel, met tremenit gant an traoù izel. Na vezit ket fur d'ho taoulagad hoc'h-unan.
- 17 Na rentit da zen droug evit droug. En em stagit ouzh ar pezh a zo onest dirak an holl dud.
- 18 Mar d-eo posupl hag e kement ha ma sell ouzhoc'h, bezit e peoc'h gant an holl dud.
- 19 N'en em veñjit ket hoc'h-unan, re garet-mat, met lezit ar gounnar d'ober, rak skrivet eo: Din-me eo ar veñjañs, me eo a rento, eme an Aotrou.
- 20 Ha mar en deus naon da enebour, ro dezhañ da zebriñ, mar en deus sec'hed, ro dezhañ da evañ, rak en ur ober evel-se, e tastumi glaou tan war e benn.
- 21 Na vez ket trec'het gant an droug, met trec'h an droug gant ar mad.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Myanmar Burmse
- Norwegian bokmal
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Thai
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
-
Active Persistent Session:
To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.
How This All Works
Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.
However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.
Please Keep Your Favourite Verse Private
Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.
The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.
-
Loading...
-
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.