-
Rom 14
- 1 Degemerit an hini a zo dinerzh er feiz hep tabut diwar-benn e soñjoù.
- 2 Unan a gred gallout debriñ a bep tra, met an hini a zo dinerzh ne zebr nemet legumaj.
- 3 An hini a zebr, ra ne zisprizo ket an hini na zebr ket, hag an hini na zebr ket, ra ne varno ket an hini a zebr, rak Doue en deus e degemeret.
- 4 Piv out-te evit barn servijer unan all? Mar dalc'h en e sav pe mar kouezh, d'e vestr eo da varn anezhañ. Met e chomo e en sav rak Doue a zo galloudus evit e lakaat da chom en e sav.
- 5 Unan a gav un deiz dreist un deiz all, unan all a gav an holl zeizioù heñvel. Ra vo pep hini kendrec'het en e soñjoù e-unan.
- 6 An hini a laka kemm etre an deizioù, a laka kemm abalamour d'an Aotrou, hag an hini na laka kemm etrezo, na laka kemm abalamour d'an Aotrou. An hini a zebr, a zebr abalamour d'an Aotrou, rak trugarekaat a ra Doue, hag an hini na zebr ket, na zebr ket abalamour d'an Aotrou, ha trugarekaat a ra Doue.
- 7 Rak hini ac'hanomp ne vev evitañ e-unan hag hini ne varv evitañ e-unan.
- 8 Mar bevomp, e vevomp evit an Aotrou, ha mar marvomp, e varvomp evit an Aotrou. Pe eta e vevomp, pe e varvomp, ez omp d'an Aotrou.
- 9 Rak evit-se eo Krist marvet, eo adsavet a-varv hag en deus adkemeret ar vuhez, evit ma reno war ar re vev ha war ar re varv.
- 10 Met te, perak e varnez da vreur? Pe te, perak e tisprizez da vreur? Pa'z eo gwir ez aimp holl dirak lez-varn Krist.
- 11 Rak skrivet eo: Me a zo bev, eme an Aotrou, pep glin a blego dirazon ha pep teod a roio gloar da Zoue.
- 12 Evel-se pep hini ac'hanomp a rento kont da Zoue evitañ e-unan.
- 13 N'en em varnomp mui eta an eil egile, met kentoc'h barnit penaos na dleit ket lakaat un maen-kouezh pe reiñ un abeg a wallskouer d'ho preur.
- 14 Gouzout a ran, ha sur mat on dre an Aotrou Jezuz n'eus netra dic'hlan anezhañ e-unan, koulskoude, an hini a gred ez eo un dra dic'hlan, an dra-se a zo dic'hlan evitañ.
- 15 Met mar d-eo da vreur glac'haret diwar-benn ur boued, ne gerzh ken hervez ar garantez. Na laka ket da vont da goll dre da voued an hini hag a zo Krist marvet evitañ.
- 16 Ra ne vo ket droukkomzet eus ho treistelezh,
- 17 rak rouantelezh Doue n'emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc'h ha levenez er Spered-Santel.
- 18 An hini a servij Krist en doare-se a blij da Zoue hag a vez kavet mat gant an dud.
- 19 Klaskomp eta an traoù a gas d'ar peoc'h hag a c'hell kenteliañ an eil egile.
- 20 Na zistruj ket oberenn Doue evit ur boued. Gwir eo ez eo glan an holl draoù, met fall eo d'an den debriñ anezho en ur zont ur maen-kouezh.
- 21 Mat eo tremen hep debriñ kig, nag evañ gwin ha kemer netra eus ar pezh a c'hell lakaat da vreur da strebotiñ pe e lakaat da gouezhañ pe e zinerzhañ.
- 22 Ha te ac'h eus ar feiz? Mir anezhi ennout da-unan dirak Doue. Eürus eo an hini n'en em goñdaon ket e-unan er pezh a gav mat.
- 23 Met an hini en deus douetañs a zo koñdaonet mar debr, rak n'en gra ket gant feiz. Ha kement tra na reer ket gant feiz a zo ur pec'hed.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Myanmar Burmse
- Norwegian bokmal
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Thai
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
-
Active Persistent Session:
To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.
How This All Works
Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.
However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.
Please Keep Your Favourite Verse Private
Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.
The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.
-
Loading...
-
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.