-
Rom 16
- 1 Erbediñ a ran deoc'h Foebe hor c'hoar, diagonez eus Iliz Kenkre,
- 2 evit ma tegemerot anezhi en Aotrou evel ma tere ouzh ar sent ha ma sikourot anezhi en holl draoù he defe ezhomm ac'hanoc'h, rak sikouret he deus meur a hini hag ivez me va-unan.
- 3 Saludit Prisilha hag Akilaz, va c'henlabourerien e Jezuz-Krist,
- 4 lakaet o deus en arvar o vuhez evit va hini. Ha n'eo ket me hepken a drugareka anezho, met c'hoazh holl Ilizoù ar baganed.
- 5 Saludit ivez an Iliz a zo en o zi. Saludit Epainet va c'haret-mat, hag a zo bet ar frouezh kentañ eus Akaia evit Krist.
- 6 Saludit Mari, kemeret he deus kalz a boan evidomp.
- 7 Saludit Andronikuz ha Juniaz, va c'herent ha va c'henbrizonidi. Enoret int e-touez an ebestel, ha zoken o deus kredet e Krist araozon.
- 8 Saludit Ampliaz, va c'haret-mat en Aotrou.
- 9 Saludit Urban, hor c'henlabourer e Krist, ha Stakiz va c'haret-mat.
- 10 Saludit Apellez, aprouet eo bet e Krist. Saludit ar re eus ti Aristobul.
- 11 Saludit Herodion a zo kar din. Saludit ar re eus ti Narkiz a zo en Aotrou.
- 12 Saludit Trifen ha Trifoz a labour evit an Aotrou. Saludit Persiz ar garet-mat, labouret he deus kalz evit an Aotrou.
- 13 Saludit Rufuz, dibabet gant an Aotrou, hag e vamm a zo ivez va hini.
- 14 Saludit Asinkrit, Flegon, Hermaz, Patrobaz, Hermez, hag ar vreudeur a zo ganto.
- 15 Saludit Filolog ha Julia, Nere hag e c'hoar, hag Olimp hag an holl sent a zo ganto.
- 16 Saludit an eil egile dre ur pok santel. Ilizoù Krist a salud ac'hanoc'h.
- 17 Alian a ran ac'hanoc'h, breudeur, da ziwall diouzh a re a laka dizunvaniezh hag abegoù da gouezhañ a-enep ar gelennadurezh hoc'h eus desket, ha da bellaat diouto.
- 18 Rak ar seurt tud-se ne servijont ket an Aotrou Jezuz-Krist, met o c'hof o-unan; dre gomzoù dous ha melus, e tromplont kalonoù a re zizrouk.
- 19 Ho sentidigezh a zo anavezet gant an holl. Levenez am eus eta abalamour deoc'h. Met e c'hoantaan e vefec'h fur e-keñver ar mad ha glan e-keñver an droug.
- 20 Hep dale an Doue a beoc'h a friko Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h! Amen.
- 21 Timote, va c'henlabourer, Lusiuz, Jason ha Sozipater, va c'herent, a salud ac'hanoc'h.
- 22 Me a salud ac'hanoc'h en Aotrou, me, Tersiuz, me hag am eus skrivet al lizher-mañ.
- 23 Gaiuz, va ostiz hag hini an holl Iliz, a salud ac'hanoc'h. Erast teñzorier kêr hag ar breur Kouartuz a salud ac'hanoc'h.
- 24 Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h holl! Amen.
- 25 D'an hini a c'hell ho nerzhañ hervez va Aviel hag hervez ar pezh a zo bet prezeget gant Jezuz-Krist, a glot gant diskuliadur ar mister kuzhet e-pad meur a gantved,
- 26 met a zo bremañ diskouezet dre skridoù ar brofeded hervez urzh an Doue peurbadus hag a zo prezeget d'an holl vroadoù evit ma sentint ouzh ar feiz,
- 27 da Zoue, an hini fur nemetañ, ra vo ar gloar en holl gantvedoù dre Jezuz-Krist! Amen.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Myanmar Burmse
- Norwegian bokmal
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Thai
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
-
Active Persistent Session:
To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.
How This All Works
Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.
However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.
Please Keep Your Favourite Verse Private
Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.
The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.
-
Loading...
-
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.