-
Rom 7
- 1 Breudeur, ha n'ouzoc'h ket, rak komz a ran ouzh tud a anavez al lezenn, penaos al lezenn n'he deus galloud war an den nemet e-pad ma'z eo bev?
- 2 Rak ur wreg dimezet a zo ereet dre al lezenn ouzh hec'h ozhac'h e-keit ha ma'z eo bev, met mar deu hec'h ozhac'h da vervel, dizereet eo diouzh lezenn an ozhac'h.
- 3 Evel-se eta, mar deu da zimeziñ da ur gwaz all e-pad buhez hec'h ozhac'h, e vo galvet avoultrerez. Met mar deu hec'h ozhac'h da vervel, dieubet eo diouzh al lezenn en hevelep doare ma n'eo ket avoultrerez mar deu da zimeziñ da ur gwaz all.
- 4 Evel-se, va breudeur, c'hwi ivez a zo deuet marv d'al lezenn dre gorf Krist, evit bezañ da unan all, da lavarout eo d'an hini a zo adsavet a-douez ar re varv, evit ma tougimp frouezh da Zoue.
- 5 Rak pa oamp er c'hig, c'hoantegezhioù ar pec'hedoù a laboure en hon izili war-bouez al lezenn, o tougen frouezh d'ar marv.
- 6 Met bremañ dizereet omp bet diouzh al lezenn, o vezañ marv d'ar pezh a oamp dalc'het dindanañ, en hevelep doare ma servijomp e nevezded ar spered ha nann hervez al lizherenn a zo deuet da vezañ kozh.
- 7 Petra a lavarimp eta? Hag eo pec'hed al lezenn? N'eo ket! Met ne'm eus anavezet ar pec'hed nemet dre al lezenn. Rak ne'm bije ket anavezet an droukc'hoant ma n'en dije ket al lezenn lavaret: Ne zroukc'hoantai ket.
- 8 Met ar pec'hed, o kemer an tu eus ar gourc'hemenn, en deus lakaet ennon pep seurt droukc'hoantoù. Rak hep al lezenn, ar pec'hed a zo marv.
- 9 Bez' e oan bev gwechall hep lezenn, met ar gourc'hemenn o vezañ deuet, ar pec'hed en deus adkemeret buhez, hag ez on deuet da vervel.
- 10 Hag eo en em gavet penaos ar gourc'hemenn, hag a dlee reiñ din ar vuhez, en deus roet din ar marv.
- 11 Rak ar pec'hed, o kemer an tu eus ar gourc'hemenn, en deus tromplet ac'hanon, ha drezañ en deus va lazhet.
- 12 Al lezenn eta a zo santel, hag ar gourc'hemenn a zo santel, reizh ha mat.
- 13 Ha roet en deus din neuze ar marv ar pezh a zo mat? N'eo ket! Met ar pec'hed eo, evit m'en em ziskouez evel pec'hed en ur reiñ din ar marv dre un dra vat, hag evit ma teu da vezañ gwall bec'her dre ar gourc'hemenn.
- 14 Rak gouzout a reomp ez eo al lezenn speredel, met me a zo kigel, gwerzhet d'ar pec'hed.
- 15 Rak n'ouzon ket ar pezh a ran, ober a ran ar pezh na fell ket din, ober a ran ar pezh a gasaan.
- 16 Hogen, mar gran ar pezh na fell ket din, ec'h anavezan ez eo mat al lezenn.
- 17 Met bremañ n'eo mui me a ra kement-se, met ar pec'hed a chom ennon.
- 18 Rak gouzout a ran penaos ar mad ne chom ket ennon, da lavarout eo em c'hig; c'hoant am eus d'ober ar mad, met ne gavan ket ar galloud d'henn ober.
- 19 Rak ne ran ket ar mad a fell din, met ober a ran an droug na fell ket din d'ober.
- 20 Mar gran ar pezh na fell ket din, n'eo mui me a ra kement-se, met ar pec'hed a chom ennon.
- 21 Kavout a ran eta al lezenn-mañ: pa fell din ober ar mad, an droug a zo stag ouzhin.
- 22 Rak kavout a ran plijadur e lezenn Doue hervez an den a-ziabarzh,
- 23 met gwelout a ran ul lezenn all em izili, ul lezenn a ra brezel a-enep lezenn va c'hlevidigezh hag am dalc'h ereet ouzh lezenn ar pec'hed a zo em izili.
- 24 Paour-kaezh paotr ma'z on! Piv a zieubo ac'hanon eus korf ar marv-mañ?
- 25 Trugarekaat a ran Doue, dre Jezuz-Krist hon Aotrou! Evel-se eta, me va-unan a servij lezenn Doue dre ar glevidigezh, met lezenn ar pec'hed dre ar c'hig.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Myanmar Burmse
- Norwegian bokmal
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Thai
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
-
Active Persistent Session:
To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.
How This All Works
Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.
However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.
Please Keep Your Favourite Verse Private
Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.
The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.
-
Loading...
-
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.