-
Lukas 1
- 1 Kalz o vezañ en em lakaet da skrivañ istor an traoù c'hoarvezet hag anavezet mat en hon touez,
- 2 hervez m'o deus degaset deomp ar re o deus o gwelet adalek ar penn-kentañ hag a zo bet ministred ar ger,
- 3 kavet em eus mat ivez, goude bezañ graet un enklask pizh warno holl adalek ar penn-kentañ, o skrivañ dit dre urzh, Teofil mat meurbet,
- 4 evit ma'c'h anavezi ar wirionez diwar-benn ar pezh a zo bet desket dit.
- 5 En amzer Herodez, roue Judea, e oa ur beleg anvet Zakaria, eus lignez Abia. E wreg a oa eus lignez Aaron hag en em c'halve Elesbed.
- 6 Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec'h heulient holl c'hourc'hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.
- 7 N'o doa bugel ebet rak Elesbed a oa gaonac'h. O-daou e oant aet war an oad.
- 8 Hogen e c'hoarvezas, evel ma rae e garg a veleg dirak Doue hervez urzh e dro,
- 9 ma tegouezhas dezhañ dre ar sord, hervez giz ar velegiezh, mont e-barzh templ an Aotrou evit deviñ an ezañs.
- 10 Ar bobl holl a oa er-maez o pediñ d'an eur ma teved an ezañs.
- 11 Un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ en e sav, en tu dehou da aoter an ezañs.
- 12 Zakaria a voe trubuilhet o welout anezhañ hag ar spont a grogas ennañ.
- 13 Met an ael a lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, Zakaria, rak da bedenn a zo bet selaouet, Elesbed a c'hano dit ur mab hag e c'halvi e anv Yann.
- 14 Bez' e vo evidout un abeg a joa hag a laouenidigezh, ha kalz en em laouenaio eus e c'hanedigezh,
- 15 rak bras e vo dirak an Aotrou. N'evo na gwin nag evaj kreñv ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm.
- 16 Distreiñ a raio kalz eus bugale Israel d'an Aotrou o Doue,
- 17 hag e kerzho dirazañ e spered hag e nerzh Elia, evit treiñ kalonoù an tadoù ouzh ar vugale hag ar re zisentus ouzh furnez ar re reizh, evit aozañ d'an Aotrou ur bobl tuet mat.
- 18 Zakaria a lavaras d'an ael: A betra ec'h anavezin kement-se, rak me a zo kozh ha va gwreg a zo aet war an oad?
- 19 An ael a respontas dezhañ: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue. Degaset on bet evit komz ouzhit ha disklêriañ dit ar c'heloù mat-mañ.
- 20 Setu, e vi mut ha ne c'helli ken komz betek an deiz ma c'hoarvezo an traoù-mañ, abalamour na'c'h eus ket kredet da'm c'homzoù a erruo en o amzer.
- 21 Ar bobl a c'hortoze Zakaria hag a oa souezhet ma talee en templ.
- 22 Met pa zeuas er-maez ne c'hellas ket komz outo, hag ec'h anavezjont en doa bet ur weledigezh en templ, rak e rae sinoù dezho hag e chome mut.
- 23 Pa voe echuet deizioù e garg, ez eas d'e di.
- 24 Un nebeud amzer goude, Elesbed e wreg en em gavas dougerez. E-pad pemp miz en em guzhas, o lavarout:
- 25 Evel-se eo en deus graet an Aotrou em c'heñver, en deizioù-mañ m'en deus sellet ouzhin evit lemel an dismegañs a oa warnon dirak an dud.
- 26 Er c'hwec'hvet miz, an ael Gabriel a voe kaset gant Doue d'ur gêr a C'halilea galvet Nazared,
- 27 da gavout ur werc'hez a dlee dimeziñ d'un den anvet Jozef, eus tiegezh David. Ar werc'hez-se a oa anvet Mari.
- 28 An ael o vezañ aet el lec'h ma oa, a lavaras dezhi: Da saludiñ a ran, te hag a zo bet resevet en gras. An Aotrou a zo ganit. Benniget out e-touez ar gwragez.
- 29 O vezañ e welet, e voe trubuilhet gant e gomzoù hag e soñjas enni hec'h-unan petra a c'helle ar salud-se bezañ.
- 30 An ael a lavaras dezhi: Na'z pez ket aon, Mari, rak kavet ec'h eus trugarez dirak Doue.
- 31 Setu, te a vo dougerez, hag e c'hani ur mab hag e c'halvi e anv Jezuz.
- 32 Hemañ a vo bras hag a vo galvet Mab an Uhel-Meurbet, hag an Aotrou Doue a roio dezhañ tron David e dad.
- 33 Ren a raio da virviken war diegezh Jakob hag e ren n'en devo ken a ziwezh.
- 34 Neuze Mari a lavaras d'an ael: Penaos e c'hoarvezo kement-se, pa n'anavezan gwaz ebet?
- 35 An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout ha galloud an Uhel-Meurbet a c'holoio ac'hanout gant e skeud. Dre-se ar bugel santel a vo ganet ac'hanout a vo galvet Mab Doue.
- 36 Setu, Elesbed da geniterv a goñsevas ivez ur mab en he c'hozhni, hemañ eo ar c'hwec'hvet miz eus an hini a oa galvet gaonac'h,
- 37 rak n'eus netra dibosupl da Zoue.
- 38 Mari a lavaras: Setu servijerez an Aotrou, ra vo graet din hervez da gomz. Hag an ael a bellaas diouti.
- 39 En deizioù-se, Mari a savas hag a yeas buan da vro ar menezioù en ur gêr eus bro Juda.
- 40 Mont a reas e ti Zakaria hag e saludas Elesbed.
- 41 Hag e c'hoarvezas penaos, pa glevas Elesbed salud Mari, ar bugel bihan a dridas en he c'hof hag Elesbed a voe leuniet eus ar Spered-Santel.
- 42 O sevel he mouezh, e krias: Te a zo benniget e-touez ar gwragez ha benniget eo frouezh da gof.
- 43 A-belec'h e teu kement-mañ din, ma teu mamm va Aotrou etrezek ennon?
- 44 Rak kerkent hag he deus mouezh da salud skoet va divskouarn, ar bugel bihan en deus tridet gant levenez em c'hof.
- 45 Eürus eo an hini he deus kredet, rak graet e vo an traoù a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotrou.
- 46 Ha Mari a lavaras: Va ene a veul an Aotrou,
- 47 ha va spered en em laouena e Doue va Salver,
- 48 abalamour m'en deus sellet ouzh izelded e servijerez. Ha setu, diwar vremañ e vin galvet eürus gant an holl rummadoù,
- 49 rak an Holl-C'halloudeg en deus graet traoù bras din. E anv a zo santel,
- 50 hag e drugarez en em astenn a oad en oad war ar re a zouj anezhañ.
- 51 Diskouezet en deus nerzh e vrec'h. Stlabezet en deus ar re o doa soñjezonoù lorc'hus en o c'halon.
- 52 Didronet en deus ar re c'halloudek ha savet en deus ar re vihan.
- 53 Leuniet en deus a vadoù a re o doa naon ha kaset en deus kuit ar re binvidik er goullo.
- 54 Sikouret en deus Israel e servijer, o kaout soñj eus e drugarez,
- 55 evel m'en doa henn lavaret d'hon tadoù, e-keñver Abraham hag e lignez da viken.
- 56 Mari a chomas ganti war-dro tri miz, hag e tistroas d'he zi.
- 57 Amzer Elesbed o vezañ deuet, e c'hanas ur mab.
- 58 He amezeien hag he c'herent, o vezañ anavezet penaos en doa an Aotrou diskouezet e drugarez en he c'heñver, en em laouenajont ganti.
- 59 O vezañ deuet an eizhvet deiz evit amdroc'hañ ar bugel, e c'halvjont anezhañ Zakaria, eus anv e dad.
- 60 E vamm a gemeras ar gomz hag a lavaras: Nann, met Yann e vo galvet.
- 61 Lavarout a rejont dezhi: N'eus den e-touez da gerent hag a zo galvet eus an anv-se.
- 62 Goulenn a rejont dre sinoù digant e dad penaos e felle dezhañ e vije galvet.
- 63 O vezañ goulennet taolennoùigoù, e skrivas ar gerioù-mañ: Yann eo e anv. Hag an holl a voe souezhet.
- 64 Kerkent e c'henoù a zigoras hag e deod en em zistagellas, hag e komze hag e vennige Doue.
- 65 An holl amezeien a voe leuniet a spont, hag an holl draoù-mañ en em vrudas dre vro Menezioù Judea a-bezh.
- 66 An holl re o c'hlevas o miras en o c'halon hag a lavaras: Petra eta a vo ar bugel bihan-se? Ha dorn an Aotrou a oa warnañ.
- 67 Zakaria e dad a voe leuniet eus ar Spered-Santel hag a brofedas o lavarout:
- 68 Benniget ra vo an Aotrou, Doue Israel, dre m'en deus gweladennet ha dasprenet e bobl,
- 69 dre m'en deus savet deomp ur c'horn a Silividigezh e tiegezh David e servijer,
- 70 evel m'en doa lavaret dre c'henoù e brofeded santel abaoe kozh amzer,
- 71 Silvidigezh eus hon enebourien hag eus dorn ar re holl a gasa ac'hanomp,
- 72 evit ober trugarez e-keñver hon tadoù ha kaout soñj eus e emglev santel,
- 73 eus al le en doa graet da Abraham hon tad,
- 74 penaos, o vezañ hon tennet eus dorn hon enebourien, e roje deomp da servijañ anezhañ hep aon
- 75 er santelezh hag er reizhder, dirazañ, e-pad holl zeizioù hor buhez.
- 76 Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhel-Meurbet, rak e kerzhi dirak dremm an Aotrou evit kempenn e hentoù,
- 77 evit reiñ d'e bobl anaoudegezh ar silvidigezh er pardon eus o fec'hedoù,
- 78 dre garantez ar galon drugarezus eus hon Doue, an heol o sevel en deus hor gweladennet eus an nec'h drezi,
- 79 evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv hag evit ren hor c'hammedoù en hent ar peoc'h.
- 80 Ar bugel a greske hag en em greñvae er spered. Hag e chomas el lec'hioù distro betek an deiz ma tlee bezañ diskouezet da Israel.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Myanmar Burmse
- Norwegian bokmal
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Thai
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
-
Active Persistent Session:
To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.
How This All Works
Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.
However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.
Please Keep Your Favourite Verse Private
Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.
The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.
-
Loading...
-
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.