-
Lukas 7
- 1 Goude m'en doa peurlavaret ar c'homzoù-mañ dirak ar bobl a oa ouzh e selaou, ez eas da Gafarnaoum.
- 2 Mevel ur c'hantener, karet mat gantañ, a oa klañv hag a yae da vervel.
- 3 O vezañ klevet komz diwar-benn Jezuz, e kasas d'e gavout henaourien eus ar Yuzevien da bediñ anezhañ da zont da yac'haat e servijer.
- 4 Ar re-mañ eta, o vezañ deuet da gavout Jezuz, a bedas anezhañ start en ur lavarout: Din eo ma rafes kement-se evitañ,
- 5 rak karout a ra hor broad, eñ eo en deus savet deomp hor sinagogenn.
- 6 Jezuz eta a yeas ganto. Pa ne oa ken pell eus an ti, ar c'hantener a gasas etrezek ennañ mignoned da lavarout dezhañ: Aotrou, na gemer ket kement a boan, rak n'on ket dellezek e teufes dindan va zoenn.
- 7 Abalamour da-se ne'm eus ket kavet e oan dellezek va-unan da vont betek ennout, met lavar ur ger ha va mevel a vo yac'haet.
- 8 Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, ha dindanon em eus soudarded. Hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a; d'egile: Deus! Hag e teu; ha da'm mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra.
- 9 Pa glevas Jezuz kement-se, e voe souezhet hag, o tistreiñ, e lavaras d'ar bobl en heulie: Me a lavar deoc'h penaos ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
- 10 Pa zistroas d'ar gêr ar re a oa bet kaset, e kavjont yac'h mat ar mevel a oa bet klañv.
- 11 An deiz war-lerc'h, ez eas d'ur gêr anvet Nain. Kalz eus e ziskibien hag ur bobl vras a yae gantañ.
- 12 Evel ma tostaas ouzh dor kêr, setu, e touged d'an douar un den marv, mab nemetañ e vamm a oa intañvez. Un niver bras a dud eus kêr a oa ganti.
- 13 An Aotrou o vezañ he gwelet, en doe truez outi hag a lavaras dezhi: Na ouel ket!
- 14 O vezañ tostaet, e stokas an arched. Ar re en douge a arsavas. Lavarout a reas: Den yaouank, me en lavar dit, sav!
- 15 An hini marv a azezas hag en em lakaas da gomz. Jezuz en roas d'e vamm.
- 16 Ar spont a grogas enno holl hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo savet en hon touez ha Doue en deus gweladennet e bobl.
- 17 Ar vrud-se en em skuilhas dre Judea holl ha dre an holl vro tro-war-dro.
- 18 Diskibien Yann a gontas an holl draoù-se dezhañ.
- 19 Yann a c'halvas daou eus e ziskibien hag o c'hasas da gavout Jezuz evit lavarout dezhañ: Bez' out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all?
- 20 O vezañ deuet d'e gavout, ar re-mañ a lavaras: Yann-Vadezour en deus hon degaset da'z kavout evit lavarout: Bez' out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all?
- 21 En eur-se zoken, eñ a yac'haas kalz a dud eus o c'hleñvedoù, eus o mac'hagnoù hag eus drouk-speredoù, hag e roas ar gweled da veur a hini dall.
- 22 Jezuz a respontas dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc'h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d'ar beorien.
- 23 Eürus eo an neb na gav ket tamall ennon.
- 24 Ar re en doa Yann degaset o vezañ aet kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel?
- 25 Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer hag a vev er plijadurioù, a zo e tiez ar rouaned.
- 26 Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed.
- 27 Eñ eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm da gempenn da hent a-raok dit.
- 28 Rak me a lavar deoc'h, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus profed ebet brasoc'h eget Yann-Vadezour. Koulskoude, an hini bihanañ e rouantelezh Doue a zo brasoc'h egetañ.
- 29 Hag an holl dud o deus e glevet hag ar bublikaned o deus disklêriet reizhder Doue o vezañ bet badezet gant badeziant Yann.
- 30 Met ar farizianed ha doktored al lezenn, o vezañ n'int ket bet badezet gantañ, o deus taolet diouto evit o c'holl bolontez Doue en o c'heñver.
- 31 Neuze an Aotrou a lavaras: Ouzh piv e keñverin tud ar rummad-mañ? Ouzh piv int heñvel?
- 32 Heñvel int ouzh bugale azezet war al leurgêr hag a gri an eil d'egile, o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fleüt ha n'hoc'h eus ket dañset, ni hon eus kanet deoc'h hirvoudoù ha n'hoc'h eus ket gouelet.
- 33 Rak Yann-Vadezour a zo deuet hep debriñ bara hag hep evañ gwin, hag e lavarit: Un diaoul a zo ennañ.
- 34 Mab an den a zo deuet o tebriñ hag oc'h evañ, hag e lavarit: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d'ar bublikaned ha d'ar bec'herien.
- 35 Met ar furnez a zo bet reishaet gant he holl vugale.
- 36 Ur farizian a bedas anezhañ da zebriñ. Eñ a yeas e ti ar farizian hag en em lakaas ouzh taol.
- 37 Ha setu, ur wreg eus kêr a oa vuhez fall, o vezañ gouezet e oa ouzh taol e ti ar farizian, a zegasas ul lestr alabastr, leun a c'hwezh-vat,
- 38 Oc'h en em zerc'hel a-dreñv ouzh treid Jezuz, o ouelañ, en em lakaas da zourañ e dreid gant he daeroù. Hag o zorchas gant blev he fenn, e pokas e dreid hag ec'h olevas anezho gant ar c'hwezh-vat.
- 39 Ar farizian en doa e bedet, o welout kement-se, a lavaras ennañ e-unan: Ma vije an den-mañ ur profed, e ouije piv eo a wreg a stok ennañ, ha penaos eo a vuhez fall.
- 40 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Simon, un dra bennak am eus da lavarout dit. Eñ a lavaras dezhañ: Mestr, lavar.
- 41 Ur c'hredour en doa daou zleour: unan a dlee pemp kant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) hag egile hanter-kant.
- 42 Evel n'o doa ket peadra da baeañ, e tiskargas anezho o-daou eus o dle. Lavar din eta pehini anezho en karo ar muiañ?
- 43 Simon a respontas: Me a gav din ez eo an hini en deus bet ar brasañ diskarg. Eñ a lavaras dezhañ: Barnet mat ec'h eus.
- 44 Neuze, o tistreiñ ouzh ar wreg, e lavaras da Simon: Gwelout a rez ar wreg-mañ? Deuet on en da di ha ne'c'h eus ket roet dour din evit gwalc'hiñ va zreid, met hi he deus douret va zreid gant he daeroù hag he deus o sec'het gant he blev.
- 45 Te ne'c'h eus ket roet ur pok din, met hi, abaoe ma'z on deuet en ti, n'he deus ket paouezet da bokat da'm zreid.
- 46 Te ne'c'h eus ket olevet va fenn gant eoul, met hi he deus olevet va zreid gant c'hwezh-vat.
- 47 Dre-se e lavaran dit, he fec'hedoù niverus a zo bet pardonet dezhi, rak karet he deus kalz. Met an neb a bardoner nebeut dezhañ, a gar nebeut.
- 48 Hag e lavaras dezhi: Da bec'hedoù a zo pardonet dit.
- 49 Ar re a oa ouzh taol gantañ en em lakaas da lavarout enno o-unan: Piv eo hemañ hag a bardon zoken ar pec'hedoù?
- 50 Met e lavaras d'ar wreg: Da feiz he deus da saveteet, kae e peoc'h.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Myanmar Burmse
- Norwegian bokmal
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Thai
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
-
Active Persistent Session:
To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.
How This All Works
Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.
However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.
Please Keep Your Favourite Verse Private
Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.
The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.
-
Loading...
-
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.