-
Galatiad 3
- 1 O Galated diskiant! Piv en deus ho strobinellet evit na sentfec'h ken ouzh ar wirionez, c'hwi hag a zo bet diskouezet Jezuz-Krist ken sklaer dirak ho taoulagad evel kroazstaget ennoc'h?
- 2 Fellout a ra din gouzout an dra-mañ hepken diganeoc'h: Ha resevet hoc'h eus ar Spered dre oberoù al lezenn, pe dre brezegerezh ar feiz?
- 3 Ha ken diskiant oc'h deuet? Goude bezañ kroget gant ar Spered, daoust hag e fell deoc'h peurechuiñ bremañ gant ar c'hig?
- 4 Ha gouzañvet hoc'h eus kement en aner, mar d-eo koulskoude en aner?
- 5 An hini eta a ro deoc'h ar Spered hag a ra mirakloù en ho touez, hag ober a ra kement-se dre oberoù al lezenn pe dre brezegerezh ar feiz?
- 6 Evel ma kredas Abraham e Doue ha ma voe kement-se kontet dezhañ da reizhder,
- 7 gouezit eta penaos ar re o deus ar feiz a zo mibien Abraham.
- 8 Ar Skritur, o rakwelout e reishaje Doue ar baganed dre ar feiz, he deus kemennet diagent an Aviel da Abraham, o lavarout: An holl vroadoù a vo benniget ennout!
- 9 Dre-se ar re a gred a zo benniget asambles gant Abraham an den-a-feiz.
- 10 Met ar re holl en em stag ouzh oberoù al lezenn a zo dindan ar vallozh, rak skrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc'h ket en holl draoù a zo skrivet e levr al lezenn evit ober anezho.
- 11 Ha penaos den na vo reishaet dirak Doue dre al lezenn, kement-se a zo sklaer abalamour: An den reizh a vevo dre ar feiz.
- 12 Hogen al lezenn ne zeu ket eus ar feiz, met e lavar: An den a raio an traoù-se a vevo drezo.
- 13 Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c'hoad,
- 14 evit ma en em skuilhje bennozh Abraham war ar baganed dre Jezuz-Krist ha ma resevjemp dre ar feiz ar Spered a oa bet prometet.
- 15 Breudeur, komz a ran e doare an dud, pa vez startaet un emglev zoken gant tud, ne zeu den all ebet d'e derriñ pe da lakaat un dra bennak ouzhpenn warnañ.
- 16 Hogen ar promesaoù a zo bet graet da Abraham ha d'e lignez. N'eo ket lavaret: D'e lignezoù, evel pa vije bet meur a hini, met evel pa vije unan hepken: Ha da'z lignez, da lavarout eo Krist.
- 17 Setu ar pezh a lavaran: diwar-benn un emglev a oa bet a-ziaraok startaet gant Doue e Krist, al lezenn, deuet pevar c'hant tregont vloaz goude, n'he deus ket gallet e freuzañ ha terriñ ar bromesa.
- 18 Rak mar deufe an hêrezh dre al lezenn, ne vefe ken dre ar bromesa. Met Doue en deus e roet da Abraham dre ar bromesa.
- 19 Perak eta al lezenn? Lakaet eo bet abalamour d'an disentidigezh, betek donedigezh al lignez a oa bet graet ar bromesa dezhi. Embannet eo bet dre aeled ha dre zorn un hanterour.
- 20 Hogen an hanterour n'eo ket etre unan hepken, met Doue a zo unan hepken.
- 21 Ha bez' emañ eta al lezenn a-enep promesaoù Doue? N'eo ket! Ma vije bet roet ul lezenn hag a c'hellje reiñ ar vuhez, ar reizhder a zeuje e gwirionez eus al lezenn.
- 22 Met ar Skritur he deus serret pep tra dindan ar pec'hed, evit ma vije roet ar bromesa dre ar feiz eus Jezuz-Krist d'ar re a gred.
- 23 A-raok ma teuas ar feiz, e oamp serret dindan dalc'h al lezenn, e sell d'ar feiz a dlee bezañ diskuliet.
- 24 Evel-se al lezenn a zo bet hor rener en deus hon degaset da Grist, evit ma vijemp reishaet dre ar feiz.
- 25 Met ar feiz o vezañ deuet, n'emaomp ken dindan ar rener-se.
- 26 Rak holl oc'h mibien da Zoue dre ar feiz e Jezuz-Krist,
- 27 c'hwi-holl hag a zo bet badezet e Krist, hoc'h eus gwisket Krist warnoc'h.
- 28 N'eus ken na Yuzev na Gresian, n'eus ken na sklavour na den frank, n'eus ken na gwaz na gwreg, rak holl emaoc'h unan e Jezuz-Krist.
- 29 Ha mar d-oc'h da Grist, ez oc'h lignez Abraham hag an heritourien hervez ar bromesa.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Myanmar Burmse
- Norwegian bokmal
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Thai
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
-
Active Persistent Session:
To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.
How This All Works
Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.
However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.
Please Keep Your Favourite Verse Private
Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.
The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.
-
Loading...
-
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.