-
Galatiad 1
- 1 Paol, abostol, nann a-berzh an dud na dre un den bennak, met dre Jezuz-Krist ha Doue an Tad en deus e adsavet a-douez ar re varv,
- 2 hag an holl vreudeur a zo ganin, da Ilizoù Galatia:
- 3 Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue an Tad hag hon Aotrou Jezuz-Krist,
- 4 a zo en em roet e-unan evit hor pec'hedoù evit hon tennañ eus ar c'hantved breinus-mañ, hervez bolontez Doue hon Tad,
- 5 dezhañ ra vo ar gloar e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
- 6 Souezhet on ho pefe dilezet ken buan an hini en deus ho kalvet da c'hras Krist evit heuliañ un aviel all,
- 7 n'eo ket ma'z eus unan all, met bez' ez eus tud ouzh ho trubuilhañ hag a fell dezho fallaat Aviel Krist.
- 8 Ha pa brezegfemp deoc'h ni hon-unan pe un ael eus an neñv un aviel disheñvel diouzh an hini hon eus prezeget deoc'h, ra vo milliget!
- 9 Evel ma hon eus dija lavaret, henn lavarout a ran adarre bremañ: mar prezeg deoc'h unan bennak un aviel disheñvel diouzh an hini hoc'h eus resevet, ra vo milliget!
- 10 Rak daoust ha klask a ran kendrec'hiñ an dud pe Doue ? Ha klask a ran plijout d'an dud? Mar deufen da blijout d'an dud, ne vefen ket servijer Krist.
- 11 Disklêriañ a ran deoc'h, breudeur, an Aviel am eus prezeget n'eo ket eus an dud,
- 12 rak ne'm eus ket e resevet nag e zesket digant un den, met dre un diskuliadur a-berzh Jezuz-Krist.
- 13 Klevet hoc'h eus penaos e oa gwechall va c'hundu er yuzeverezh, gant pegement a nerzh e heskinen Iliz Doue hag e wasten anezhi,
- 14 ha penaos ez aen pelloc'h er yuzeverezh eget meur a hini eus va oad hag eus va bro, o vezañ douget dreist an holl evit hengounioù va zadoù.
- 15 Met pa'z eo bet plijet gant Doue, en doa va dibabet adalek kof va mamm hag en deus va galvet dre e c'hras,
- 16 diskuliañ e Vab ennon evit ma prezegfen anezhañ e-touez ar baganed, kerkent, ne selaouis nag ar c'hig nag ar gwad
- 17 ha ne bignis ket da Jeruzalem da gavout ar re a oa bet ebestel a-raok din, met mont a ris da Arabia, ha goude e tistrois adarre da Zamask.
- 18 Tri bloavezh goude, e pignis da Jeruzalem da welout Pêr hag e chomis gantañ pemzek devezh,
- 19 met ne welis hini eus an ebestel all, nemet Jakez breur an Aotrou.
- 20 Er pezh a skrivan deoc'h, setu, dirak Doue n'eus gaou ebet.
- 21 Goude-se ez is da vroioù Siria ha Kilisia,
- 22 met ne oan ket anavezet dre va dremm gant Ilizoù Judea a zo e Krist.
- 23 An dra-mañ hepken o doa klevet: An hini en doa gwechall hon heskinet, a brezeg bremañ ar feiz a ziskare diagent.
- 24 Ha e roent gloar da Zoue abalamour din.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Myanmar Burmse
- Norwegian bokmal
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Thai
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
-
Active Persistent Session:
To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.
How This All Works
Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.
However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.
Please Keep Your Favourite Verse Private
Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.
The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.
-
Loading...
-
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.