-
2 Korintiz 7
- 1 O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c'hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c'hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.
- 2 Degemerit ac'hanomp, n'hon eus graet droug da zen, n'hon eus noazet da zen, n'hon eus graet hor mad eus den.
- 3 Ne lavaran ket kement-mañ evit ho kondaoniñ, rak dija em eus lavaret ez oc'h en hor c'halonoù evit mervel asambles hag evit bevañ asambles.
- 4 Komz a ran ouzhoc'h gant kalz a hardizhegezh, ul lec'h mat am eus da dennañ gloar ac'hanoc'h, leuniet on a frealz, karget on a levenez e-kreiz hon holl c'hlac'haroù.
- 5 Rak abaoe ma'z on deuet e Makedonia, hor c'hig n'en deus bet diskuizh ebet, met glac'haret omp bet e pep doare, dre stourmoù en diavaez hag aon en diabarzh.
- 6 Met Doue a frealz ar re a zo dinerzhet, hor frealzet en deus dre zonedigezh Tit,
- 7 ha n'eo ket hepken dre e zonedigezh, met ivez dre ar frealz en deus bet diganeoc'h, en ur reiñ da anavezout deomp ho c'hoant bras, ho taeroù, ho kred evidon, en hevelep doare ma'z eo bet kresket va levenez.
- 8 Petra bennak ma em eus ho tristaet gant va lizher, ne'm eus ket keuz a gement-se, zoken mar em eus bet keuz a-se, rak gwelout a ran penaos al lizher-se en deus ho tristaet evit ur pennad amzer.
- 9 Bremañ en em laouenaan, nann abalamour ma em eus tristaet ac'hanoc'h, met abalamour ma he deus ho tristidigezh ho kaset da gaout keuz, rak tristaet oc'h bet hervez Doue, en hevelep doare ma n'hoc'h eus bet koll ebet eus hor perzh.
- 10 Rak an dristidigezh hervez Doue a ro ur c'heuz a gas d'ar silvidigezh ha ne vo biken kerse anezhi, met tristidigezh ar bed a zegas ar marv.
- 11 Ha setu, an hevelep tristidigezh-se hervez Doue, nag a resevender n'he deus ket degaset ennoc'h, nag a zidamalloù, nag a vrouez, nag a zoujañs, nag a c'hoant, nag a gred, nag a gastiz! Diskouezet hoc'h eus e pep keñver ez oc'h glan en afer-se.
- 12 Evel-se pa em eus skrivet deoc'h, ne oa ket abalamour d'an hini en doa graet an droug nag abalamour d'an hini a oa bet graet dezhañ, met evit reiñ da anavezout deoc'h ar preder hon eus evidoc'h dirak Doue.
- 13 Dre-se ez omp bet frealzet dre ho frealz, met muioc'h c'hoazh ez omp bet laouenaet abalamour da levenez Tit, rak e spered a zo bet dinec'het ganeoc'h holl.
- 14 Mar em eus tennet gloar ac'hanoc'h dirazañ en un dra bennak, n'em eus ket bet mezh a-se, met evel ma hon eus lavaret an holl draoù gant gwirionez, ar pezh hon eus tennet gloar anezhañ dirak Tit a zo en em gavet gwir.
- 15 E garantez evidoc'h a zeu da vezañ c'hoazh brasoc'h pa en deus soñj eus sentidigezh pep hini ac'hanoc'h ha penaos hoc'h eus e zegemeret gant doujañs ha krenadenn.
- 16 En em laouenaat a ran abalamour ma em eus fiziañs ennoc'h en holl draoù.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Myanmar Burmse
- Norwegian bokmal
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Thai
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
-
Active Persistent Session:
To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.
How This All Works
Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.
However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.
Please Keep Your Favourite Verse Private
Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.
The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.
-
Loading...
-
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.