-
1 Korintiz 16
- 1 E keñver ar gest evit ar sent, grit evel ma em eus gourc'hemennet da Ilizoù Galatia.
- 2 Pep deiz kentañ eus ar sizhun, ra lakaio a-du pep hini ac'hanoc'h en e di un dra bennak, o tastum ar pezh a c'hello hervez e c'hounid, evit na c'hortozor ket ken ma vin erru evit ober ar c'hestoù.
- 3 Ha pa vin erruet, e kasin gant lizheroù ar re ho po dibabet evit mont gant ho aluzenoù da Jeruzalem.
- 4 Mar d-eo dereat ez afen-me ivez va-unan, e teuint asambles ganin.
- 5 Mont a rin d'ho kavout goude ma em bo tremenet dre Vakedonia, rak tremen a rin dre Vakedonia.
- 6 Marteze e chomin un nebeud amzer ganeoc'h pe zoken e tremenin ar goañv, evit bezañ ambrouget ganeoc'h el lec'h bennak ma'z in.
- 7 Rak ne fell ket din ho kwelout ar wech-mañ en ur dremen, met ec'h esperan e chomin ganeoc'h un nebeud amzer, mar plij gant Doue.
- 8 Koulskoude e chomin en Efez betek ar Pantekost,
- 9 rak un nor vras a zo digor din gant esperañs a c'hounid, met kalz a enebourien a zo eno.
- 10 Mar deu Timote, lakait evezh ma vo hep aon en ho touez, rak labourat a ra da oberenn an Aotrou eveldon va-unan.
- 11 Ra ne zisprizo den eta anezhañ, met ambrougit anezhañ e peoc'h evit ma teuio da'm c'havout, rak gortoz a ran anezhañ gant ar vreudeur.
- 12 E-keñver ar breur Apolloz, e bedet em eus start da vont d'ho kavout gant ar vreudeur, met n'eo ket bet fellet dezhañ a-greñv mont bremañ. Koulskoude ez aio pa gavo tu.
- 13 Beilhit, chomit start er feiz, en em renit evel tud, en em greñvait.
- 14 Ra vo graet kement a rit gant karantez.
- 15 Ho pediñ a ran, breudeur, anavezout a rit tiegezh Stefanaz, gouzout a rit ez int ar c'hentañ frouezh eus Akaia hag ez int en em roet da servij ar sent,
- 16 bezit sentus ouzh ar seurt tud-se hag ouzh ar re holl a labour hag a gemer poan.
- 17 En em laouenaat a ran ma'z eo deuet Stefanaz, Fortunatuz hag Akaikuz, rak lec'hiet o deus en hoc'h ezvezañs,
- 18 kreñvaet o deus va spered hag hoc'h hini. Bezit eta leun a zoujañs evit ar seurt tud-se.
- 19 Ilizoù Azia a salud ac'hanoc'h. Akilaz ha Prisilha, gant an Iliz a zo en o zi, a salud kalz ac'hanoc'h en Aotrou.
- 20 An holl vreudeur a salud ac'hanoc'h. En em saludit an eil egile dre ur pok santel.
- 21 Me Paol, a salud ac'hanoc'h eus va dorn va-unan.
- 22 Ma ez eus unan bennak na gar ket an Aotrou Jezuz-Krist, ra vo milliget! Maranata! (= dont a ra an Aotrou!)
- 23 Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h!
- 24 Va c'harantez a zo ganeoc'h holl e Jezuz-Krist! Amen.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
-
Active Persistent Session:
To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.
How This All Works
Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.
However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.
Please Keep Your Favourite Verse Private
Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.
The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.
-
Loading...
-
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.