-
1 Korintiz 6
- 1 P'en deus unan bennak ac'hanoc'h ur c'hroz bennak a-enep unan all, ha krediñ a ra e c'hervel e barnedigezh dirak ar re zifeiz kentoc'h eget dirak ar sent?
- 2 Ha n'ouzoc'h ket penaos ar sent a varno ar bed? Ha mar d-eo barnet ar bed ganeoc'h, ha dizellezek oc'h da varn traoù disteroc'h?
- 3 Ha n'ouzoc'h ket penaos e varnimp an aeled? Ha pegement muioc'h traoù ar vuhez-mañ?
- 4 Pa hoc'h eus prosezioù evit traoù ar vuhez-mañ, e kemerit evit barnerien ar re n'eo ket graet van anezho en Iliz?
- 5 Evit ho mezh en lavaran deoc'h. Ha n'eus ket eta un den fur en ho touez, hini ebet hag a c'hellfe barn etre e vreudeur?
- 6 Met ur breur en deus ur prosez gant ur breur all, ha kement-se dirak ar re zifeiz!
- 7 Kaout prosezioù an eil a-enep egile a zo dija ur gwall si en ho touez. Perak ne c'houzañvit ket kentoc'h un dislealded bennak? Perak ne c'houzañvit ket kentoc'h ur c'holl?
- 8 Met c'hwi eo ar re a ra dislealded hag a ra koll, ha c'hoazh d'ho preudeur!
- 9 Ha n'ouzoc'h ket penaos an dud direizh n'o devo ket rouantelezh Doue da hêrezh? Arabat deoc'h en em dromplañ, nag ar re hudur, nag an idolourien, nag an avoultrerien, nag ar sodomiz, nag ar skilbaotred,
- 10 nag al laeron, nag ar re wallc'hoantek, nag ar vezvierien, nag an droukkomzerien, nag ar skraperien, n'o devo rouantelezh Doue da hêrezh.
- 11 Hag evel-se e oa hiniennoù ac'hanoc'h. Met gwalc'het oc'h bet, met santelaet oc'h bet, met reishaet oc'h bet en anv an Aotrou Jezuz hag e Spered hon Doue.
- 12 An holl draoù a zo aotreet din, met n'int ket holl talvoudus. An holl draoù a zo aotreet din, met n'en em lakain sklavour dindan hini.
- 13 Ar boued a zo evit ar c'hof hag ar c'hof evit ar boued, met Doue a zistrujo an eil hag egile. Hogen ar c'horf n'eo ket evit an hudurniezh met evit an Aotrou, hag an Aotrou evit ar c'horf.
- 14 Ha Doue en deus adsavet an Aotrou a varv hag hon adsavo ivez a varv dre e c'halloud.
- 15 Ha n'ouzoc'h ket ez eo ho korfoù izili Krist? Ha kemer a rin eta izili Krist evit ober anezho izili ur c'hast? N'eo ket!
- 16 Ha n'ouzoc'h ket penaos an hini en em unan gant ur c'hast a zo un hevelep korf ganti? Rak lavaret eo: An daou a zeuio da vezañ ur c'hig hepken.
- 17 Met an hini en em unan gant an Aotrou a zo un hevelep spered gantañ.
- 18 Tec'hit diouzh an hudurniezh. Kement pec'hed a ra un den a zo er-maez eus ar c'horf, met an hini a ra hudurniezh a bec'h a-enep e gorf e-unan.
- 19 Ha n'ouzoc'h ket ez eo ho korf templ ar Spered-Santel a zo ennoc'h, hag a zo bet roet deoc'h gant Doue? N'oc'h ket deoc'h hoc'h-unan,
- 20 rak dasprenet oc'h bet gant ur priz bras. Roit eta gloar da Zoue en ho korf hag en ho spered, ar re a zo da Zoue.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Myanmar Burmse
- Norwegian bokmal
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Thai
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
-
Active Persistent Session:
To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.
How This All Works
Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.
However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.
Please Keep Your Favourite Verse Private
Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.
The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.
-
Loading...
-
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.