-
1 Pêr 4
- 1 Evel-se, Krist o vezañ gouzañvet evidomp er c'hig, c'hwi ivez en em armit gant an hevelep soñj; rak an hini en deus gouzañvet er c'hig en deus paouezet da bec'hiñ,
- 2 evit na vevo mui hervez droukc'hoantoù an dud, met hervez bolontez Doue, e-pad an amzer a chom gantañ da vevañ er c'hig.
- 3 Rak a-walc'h eo deomp bezañ graet en amzer hor buhez tremenet bolontez ar baganed, en ur gerzhout en hudurniezh, en droukc'hoantoù, er vezventi, er c'horfadoù hag en idolerezh argarzhus.
- 4 Hag e kavont souezhus na redfec'h ket ganto en un hevelep diroll a vuhez fall, hag e troukkomzont ac'hanoc'h.
- 5 Rentañ a raint kont d'an hini a zo prest da varn ar re vev hag ar re varv.
- 6 Rak an Aviel a zo bet ivez prezeget d'ar re varv, evit ma teujent, goude bezañ bet barnet er c'hig hervez an den, da vevañ er spered hervez Doue.
- 7 Diwezh an holl draoù a dosta. Bezit eta fur hag aketus er pedennoù.
- 8 Dreist-holl, ho pet an eil evit egile ur garantez birvidik, rak ar garantez a c’holoio un niver bras a bec'hedoù.
- 9 En em zegemerit an eil egile en ho tiez hep grozmolat.
- 10 Ra implijo pep hini an donezon en deus resevet e servij ar re all, evel merourien vat a bep gras Doue.
- 11 Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioù Doue. Mar gra unan bennak ur servij, ra raio anezhañ hervez an nerzh en deus Doue roet dezhañ, evit ma vo en holl draoù roet gloar da Zoue dre Jezuz-Krist, a zo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
- 12 Re garet-mat, ne vezit ket souezhet ma ez eus ur fornez en ho touez evit hoc'h amprouiñ, evel ma c'hoarvezfe ganeoc'h un dra iskis bennak.
- 13 Met en em laouenait o vezañ ma hoc'h eus lod e poanioù Krist, evit ma viot ivez leuniet eus ul levenez vras-meurbet pa vo diskuliet e c'hloar.
- 14 Mar bez lavaret dismegañsoù deoc'h abalamour da anv Krist, eürus oc'h, rak ar Spered a c'hloar, Spered Doue, a zo warnoc'h. Mallozhet eo ganto, met resev a ra gloar diganeoc'h.
- 15 Ra ne c'houzañvo hini ac'hanoc'h evel ur muntrer, pe ul laer, pe un torfedour, pe un den a emell e traoù ar re all.
- 16 Met mar gouzañv unan bennak evel kristen, ra n'en devo ket mezh ha ra roio gloar da Zoue e kement-se.
- 17 Rak an amzer a zeu ma tle ar varn kregiñ gant ti Doue. Ha mar krog ganeomp-ni, petra a vo diwezh ar re na sentont ket ouzh Aviel Doue?
- 18 Mar bez a-boan salvet an den reizh, petra e teuio da vezañ an den dizoue hag ar pec'her?
- 19 Evel-se eta, ra zeuio ar re a c'houzañv hervez bolontez Doue, da erbediñ o eneoù evel da ur C'hrouer feal en ur ober ar mad.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
-
Active Persistent Session:
To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.
How This All Works
Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.
However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.
Please Keep Your Favourite Verse Private
Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.
The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.
-
Loading...
-
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.