-
Jakob 5
- 1 Bremañ c'hwi, tud pinvidik, gouelit ha laoskit kriadennoù abalamour d'ar gwalleurioù a ya da gouezhañ warnoc'h.
- 2 Ho pinvidigezhioù a zo breinet hag ho tilhad a zo debret gant ar preñved.
- 3 Hoc'h aour hag hoc'h arc'hant a zo merglet, hag ar mergl anezho a sav e testeni a-enep deoc'h hag a lonko ho kigoù evel un tan. Dastumet hoc'h eus un teñzor en deizioù diwezhañ.
- 4 Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc'h eus dalc'het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.
- 5 Bevet hoc'h eus er blijadurezh hag en dudi war an douar, en em leuniet oc'h bet evel en un devezh a lazhadeg.
- 6 Kondaonet hoc'h eus, lakaet hoc'h eus d'ar marv an hini reizh, ha n'en deus ket harzet ouzhoc'h.
- 7 Breudeur, gortozit gant pasianted donedigezh an Aotrou. Setu, al labourer-douar a c'hortoz gant pasianted frouezh prizius an douar, betek ma en devo resevet ar glav eus ar gentañ hag eus an diwezhañ amzer.
- 8 C'hwi ivez, gortozit gant pasianted, kreñvait ho kalonoù, rak donedigezh an Aotrou a zo tost.
- 9 Breudeur, na glemmit ket an eil a-enep egile, gant aon na vefec'h kondaonet. Setu, ar barner a zo e-tal an nor.
- 10 Va breudeur, kemerit evit skouer a boan hag a basianted ar brofeded o deus komzet en anv an Aotrou.
- 11 Setu, e tisklêriomp benniget ar re o deus gouzañvet gant dalc'hidigezh. Klevet hoc'h eus komz diwar-benn pasianted Job, ha ec'h anavezit an diwezh en deus roet an Aotrou dezhañ, rak an Aotrou a zo leun a drugarez hag a druez.
- 12 Dreist-holl, va breudeur, na douit na dre an neñv, na dre an douar, na dre le all ebet. Met ra vo ho ya, ya, hag ho nann, nann, gant aon na gouezhfec'h er gondaonidigezh.
- 13 Ha bez' ez eus unan bennak poaniet en ho touez? Ra bedo. Ha bez' ez eus unan bennak el levenez? Ra gano kantikoù.
- 14 Ha bez' ez eus unan bennak klañv en ho touez? Ra c'halvo henaourien an Iliz ha ra bedo ar re-mañ evitañ oc'h oleviñ anezhañ gant eoul en anv an Aotrou.
- 15 Pedenn ar feiz a saveteo ar c'hlañvour hag an Aotrou en adsavo, ha mar en deus graet pec'hedoù, e vint pardonet dezhañ.
- 16 Anzavit ho faotoù an eil d'egile ha pedit an eil evit egile, evit ma viot yac'haet. Pedenn c'hredus an den reizh he deus ur galloud bras.
- 17 Elia a oa un den techet d'an hevelep gwanderioù eveldomp. Pediñ a reas start na gouezhje ket a c'hlav ha ne gouezhas ket a c'hlav war an douar e-pad tri bloaz ha c'hwec'h miz.
- 18 Neuze e pedas a-nevez hag an neñv a roas glav, hag an douar a daolas e frouezh.
- 19 Breudeur, mar pella unan bennak ac'hanoc'h diouzh ar wirionez ha mar deu unan all d'e zegas enni,
- 20 ra ouezo penaos an hini en devo degaset ur pec'her diouzh hent an errol a salvo un ene eus ar marv hag a c'holoio un niver bras a bec'hedoù.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Myanmar Burmse
- Norwegian bokmal
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Thai
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
-
Active Persistent Session:
To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.
How This All Works
Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.
However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.
Please Keep Your Favourite Verse Private
Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.
The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.
-
Loading...
-
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.